War hentoù an antroposen - Gant Radio Bro Gwened
5 mn 50 sec 26 Gwengolo 2025
Carl Sagan, fizikour brudet, ur spered uhel a zen, a gomprennas, pell e-raok ar re arall, e yae ar gevredigezh amerikan war un hent fall . Poblañs ar Stadoù-Unanet, hag hi é vevañ er vro greñvañ war dachenn ar skiant, a seblante mont tamm-ha-tamm war-du an diouiziegezh hag ar vrizhkredenn.