BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Keit d'ar Fil, Fil d'ar gêr 2015 - 2/5

Keit d'ar Fil, Fil d'ar gêr - Gant Radio Bro Gwened

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Bevit ar FIL genomp. Komzamp a vro Kerne-Veur get Morwenna Jenkin. Genidik eo ag ar vro-se ha displegiñ a ra deomp petra a dalv bout lakaet àr-wel er Festival èl ar vro pedet, ha ba peseurt stad emañ ar stourm du-se a-fed yezh ha sevenadur. "Piv eo ar Barizianed a za d'ar Festival?" ar reskont get Aleks. Youn Chap a laro hiroc'h diàr-benn ar sonour Erwan Roparz, waet d'ar bed arall e miz Genver paset. Inour zo roet dezhoñ ba Nozwezh ar biniou braz e Palez ar C'hendalc'hioù. Youn en deus anavet Erwan Roparz hag emañ é sevel ur film a-zivout e vuhez. Blindtest get Roderic. Patricia Riou a zo plac'h a-volontez vat er FIL. Bep blez e ra àr-dro an Trofe Botuha-Raud. Hiroc'h doc'h mikro Yaelle ar Mouel. ________________ Sonerezh - The Changin room - ///« Hal an Tow »///. - Kila - ///« Suas Sios »///. - Melinerion Gwened. - Loeroù ruz - ///« ar gwele kloz »///. - Ronan Le Bars Group - ///« Dans Pourlet»///.
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA