BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Bevit degouezh ar Redadeg e Mendon !

RBG àr an hent - Gant Radio Bro Gwened

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Tro dro d'an daol emañ Katerin Pasko, Andrea Ar Gal, Yaelle ar Mouel, Gwendal ar Ruyet, Roderic Halleguen. Degemeret o deus tud a-bep seurt da lakaat ar gaoz àr Mendon, an trofe Roñsed Mor hag ar redadeg. Emilie Le Bail, perzh e bagad Ronsed Mor, Youen Roue ag ar strollad Rhapsoldya, Jean-Pol Rieux ha Geneviève Buhé hag a zo é chom e Mendon, Nolwen Tatard, skolaerez e Mendon, Metig ha Solena Raynaudon-Kerzhero, é tonet goude bout bet redet, Fulup Kere hag a zo e burev ar Redadeg, ha komzet zo bet a-ziàr daou raktres hag a vo arc'hantaet get ar Redadeg get Laurence Guillo ag ar gevredigezh Barzhanoff ha David Rouz evit ar raktres "bod ha boued". Doc'h an teknik : Loeiz Beleg ha Cecile Goualle.
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA