BOA logo

Kreiz Mintin - Pierrette Kouaher 4/6

Kreiz Mintin - Gant Radio Bro Gwened

51 mn 3 sec 17 Du 2025

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh
Abadennoù sevenadurel

An deizioù a ya àr verrat c'hoazh ! Oet oc'h da bourmen ar c'hi ? Kaset peus ar vugale d'ar skol ? Ya, gout a ran : hiriv emañ dimerc'her ha d'ar merc'her e choma ar vugale er ger. Boñ ! Ne ouiit ket petra gober gete ? Chomit geneomp eit an abadenn Kreiz Mintin-mañ.

  • Hiriv e vimp get Pierrette Kouaher a Bloe eit kaojal a-zivout ar c'houelioù

  • Da heul e vimp get Jo Morvan eit un nebeud fablennoù ha kanennoù

  • Eit achiv e vimp get teir flac'h doc'h tu Langedig. Kaojet vez gete a-ziàr ar saout é neungellat

Lakit ho pugale ba'ar c'hanape. Lakit ar c'hi àr e golc'hed. Arriv eo eur an abadenn Kreiz Mintin hag àr Radio Bro Gwened emañ

Muzik :

  • Paolo Fresu - Jacques Pellen - Erik Marchand - ar sorseres

  • Subcarpati - Sine Aude Gura Mea

Un abadenn savet get Jañlug er Mouel

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA