Setu neuzen ur lun etre ur sul hag un deiz vak. Marsen ho peus kemeret en devezh eit chom er ger ? Kemerit ur momant neuzen eit selaou ar radio hag an abadenn Kreiz Mintin-mañ.
Da gomañs e vo eil lodenn un archivenn. Monig er Boulc'h oe oet da anrejistriñ teir plac'h doc'h tu Langedig.
Da heul e vimp get Pierrette Kouaher a Bloe en dro eit kaojal a-ziàr Maner Kersili
Eit achive vimp get Mahev Kourio ha Tualenn Hado
Mall eo komañs neuzen. E selaou eh oc'h un abadenn Krez Mintin hag àr Radio Bro Gwened emañ.
Muzik :
Fresu Pellen Marchand - Ar sorserez
Kruang Bin - White Gloves 2



