BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Tous cobayes

Sinema - Gant Radio Bro Gwened

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

TOUS COBAYES Ur film savet gant : Jean-Paul JAUD. Frañs, 2012. Gant : Corinne Lepage, Gilles-Eric Séralini, José Bové. Marse ho peus bet tro da lenn, tudoù, ur renabl a oa bet savet gant ur yezhoniour amerikan brudet, Noam Chomsky. Kavet en doa deg feson a c'helle renerion ar bed ober gante evid sujañ ar pobloù, da lâred eo evid lakaad c'hwi ha me d'ober ar pezh a glaskont ma raimp : sentiñ, aboeisañ, plegañ douzh o c'hoantoù ! Da skwer beuziñ an dud dindan doereioù helaezh, a-sort ma ne ouiont ket mui ar pezh a zo pouezuz hag ar pezh n'eo ket. Pe c'hoazh roiñ dezhe c'hoarioù a-vilvern, evid pellaad o freder a-zoc'h ar pezh a gont, o frankiz da skwer. Ha gelliñ a ra ar skeudennoù, re ar sinema pe re an tele, boud ar benvegoù-se hag a laka an dud da goll o amzer gant traoù didalvoud. Ha nawazh ne bad ket pell ar vuhez. Mez soñjal ha klask kompren,setu aze an diaesañ traoù evid mab-den, m'eus aon. Soñj 'meus a niver braz an dud o doa fardet er salioù-sinema, me enkontet, evid gweled « Bienvenue chez les Chtis (Donemad e bro ar Chtied), nad eo ket ur film divalaw, e gwirionez. Mez pa welan bremañ pegen bihan eo niver ar re a ya da weled film Jean-Paul Jaud, Tous cobayes, e choman dipitet. Gant Jean-Paul Jaud e oa bet savet ur film arall ive, « Nos enfants nous accuserons ». « Tous cobayes », setu ur film a rankehe oll sitoaianed ar bed gweled. N'eo ket ur film deverrañsuz, mez kenteliuz braz. Diskoueziñ a ra didro e pesort bed pilpouz e vevomp, pa laoskomp Monsanto pe Pioneer strewiñ OGMoù partoud war an douar, a-sort ma ne vo ket mui moian produiñ bio kén un deiz bennag, peogwir e nij ar pollenn hag ar greun ag ur park d'an arall heb goulenn o asant gant ar beizanted. Diskoueziñ a ra ive dallded an dud a zo e penn hor stadoù, pa zalc'hont c'hoazh, kousto pe gousto, d'an tredan nukleel. N'hon eus ket bet trawalc'h c'hoazh, kredabl, gant Tchernobil ha gant Fukushima. Peizanted Fukushima a lâr er film e vehe bet aez dezhe doned da benn a netaad ar vro goude an tsunami. Mez douzh ar skinoberiegezh, ar radioactivité, n'eus netra d'ober, hag e-pad milvleadoù. Tud sod mah omp, é c'hoari gant ar grem dañjeruz braz-se kroueet ganimp, heni an tredanvaoù derc'hanel, un euzhvil e gwirionez, ur moñstr hag a c'hell torriñ e rañjenn. Ouzhpenn ur wezh eh omp bet tost douzh un aksidant meur e Frañs. Ouzhpenn ur wezh, mez a-wael, ne oa ket waet an traoù beteg lakaad ur reaktor bennag da darzhañ, da ezvloskiñ. Petra 'h omp é c'hortoz evid en em dennañ, ha fonnabl, ag an hent-dall-se ? Lakaomp e tegouezhe e Frañs un aksidant a-sort gant heni Fukushima, e vehe kontammet un drederenn ag ar vro, oblijet da vilionoù a dud da zilezel o zier evid kavoud ul lec'h surroc'h. Ha dibosubl produiñ netra war an douaroù kontammet. Kenavo Douce France Charles Trenet ! Ur film kaled eo, efrezuz zokén. Moian zo deoc'h chom heb anavoud ar wirionez. Moian zo deoc'h ive klask gouied ar wirionez, evid gouied petra ober da-heul. Ale, setu toud evid hiziw, ha plijadur er salioù teñwel memestra& JCLR.20130213.
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA