BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Jaime Da Silva - Kultur Bro Japan 1

Tavarn Kreiz Mintin - Gant Radio Bro Gwened

21 Meur.

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh

Jaime Da Silva a gaoja meur a barlant. Doc'hpenn ewit ar breton en deus desket ar japanaeg a-c'houde ar skolaj. Eñ zo ganet b'ar bleadoù 90 ha distell ur bochad tud ganet d'ar c'hours-se, kouezhet a-barzh Kultur bro Japon, a-gaoz d'ar Manga-ioù hag a base b'an tele ! Eñ gaoja deomp hiriv a skritur japaneg.

Kanenn : Nagayama Yoko - Jonkara Onna Bushi
Jonkara zo un trouz groet get ar gordenn ag ar shamisen [gitar a vro Japon kompozet get 3 gordenn] .
Onna Bushi : Melodi ag ur vouez. Ema ar gouañv. Kalon ar sonourez zo rannet a-gaoz he doe komprenet hag ema he den ur sapre merc'hetour. Kollet eo ar vouez etre ar garante hag ar fulorez . Dre ur metaforenn diazezet àr ar shamisen, klask 'ra desachiñ ar paotr en ur sonniñ ar shamisen mes alas, blam d'ar boan, diezamentoù zo geti eit sonniñ brav. Ar sonourez  a lâra d'ar merc'hed  ema skañvoc'h c'hoant ar baotred eit an aùél. (Jaime Da Silva)


Limaj : Le Dit du Genji, levr a vro Japan ag ar XI-vet kanvet

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA