BOA logo

Awel em Fenn - Gwener 19 a viz Mezheven

Avel em fenn - Gant Radio Bro Gwened

1 ourr 0 mn 19 Mezheven 2026

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh
Abadennoù sevenadurel
Treuzkemm ekologel ha bevliesseurted
nevezadennoù sokial e Breizh

Ur gouviadez souezh anavet mat get selaouerezed ha selaouerion ar radioioù e brezhoneg a vo da glevet e penn komañs an abadenn. Selaouit an abadenn evit gouiet piv eo.

Da heul e vo lodenn diwezhañ atersadenn Anaïs Le Roux é kontiñ he beaj en Taïland. Emañ get Yann Boishardy.

Er gronikenn Ar hentoù an antroposen get Loeiz Belleg a Radio Bro Gwened e vo kaoz ag ur blanedenn nevez dijoloet.

"Emañ en e sez vihan" setu un droienn a vo displeget e Teñzor ar brezhoneg komzet get Padrig Drean doc'h mikro Enora Molac.

Ar c'heleier a vo kaset get Erwan Blanchard.

Emañ Emrys é vuheziñ an abadenn.

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2026 Radio BOA