BOA logo

Awel Em Fenn - Yaou 4 a viz Mezheven

Avel em fenn - Gant Radio Bro Gwened

1 ourr 0 mn 04 Mezheven 2026

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh
Abadennoù sevenadurel
Treuzkemm ekologel ha bevliesseurted
nevezadennoù sokial e Breizh

Lan-chouk oestudio Radio Bro Gwened aveid hos abadenn hiniv! Be oe stajidi a Skol an Emsav, Elora hag Alan, Corentin, animatour nevez RBG.2, hag Emrys, doc'h an daol-veskiñ é animiñ an abadenn. Ha ne oe ket c'hoazh trawalc'h a dud, ker e kreiz an abadenn e ta Aodren Trehin genomp ivez, da laret ar c'heleier!

Ni 'gendalc'hey ar gaozedenn get Dominig Allain a-ziar an anvioù-familh e pennad-kaoz ar sizhun, ha klevet 'vo ivez an eil lodenn ag ar gronikenn Yec'hed hon doe komañset dec'h. Alan Goulven a gomz ag an alerjioù, ha penaos o aesaat.

An atersadenn hir ag an devezh zo bet kaset deomp gres da Radio Naoned: Liza Jakez-Vargas he doe aterset Brieg Marais Jegat, paotr ar skate, a-ziar e bodkast ha kultur ar skate en Naoned. Mard oc'h koutant ;)

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2026 Radio BOA