Avel em fenn - Gant Radio Bro Gwened
59 mn 30 sec 24 Ebrel 2026
Abenn disadorn e tey er-maez pladenn gentan ar strollad Dañs ar Jaze! Emrys en deus komzet get paotred ar strollad a-ziar ar bladenn, ar muzik, ha spered Dañs ar Jaze
Distro eo Loeiz Beleg get e gronikenn Ar Hentoù an Antroposen, hiniv a-ziar 'Akademgorod', ur geriadennig skiantel penn-da-benn, kollet e koedoù ar Siberi....
Hag aveid ar wezh zivezhan e klevit Chan-Glaod Taleg doc'h mikro Yann Boishardy, é kontiñ ar c'han-ha-diskan
Benjamin Bouard a gas ar c'heleier, hag Emrys van Seventer a gas an abadenn!



