Avel em fenn - Gant Radio Bro Gwened
59 mn 58 sec 23 Genver 2026
bugale CM zo bet é weladenniñ Skolaj-Lise Diwan ar Mor-Bihan e Gwened, hag é c'hoari un 'c'hoari enklask' a-benn dizoloeiñ ar vuhez-skolaj. Emrys oe àr ar lec'h é reportajiñ! Get Céline Ménesses, ar renourez, skolajidi en 6ved klas, ha bugale skol Diwan an Oriant.
Alan Goulven a gomz ag ar malitouchoù ORL en e abadenn 'Yec'hed'
Hag aveid ar wezh zivezhañ e vo klevet Chan Bresmal e pennad-kaoz ar sizhun
Ar c'heleier vez kaset get Anton Burel, hag emañ Emrys é animiñ



