BOA logo

Avel Em Fenn - Yaou 8 a viz Genveur

Avel em fenn - Gant Radio Bro Gwened

57 mn 3 sec 08 Genver 2026

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh
Abadennoù sevenadurel
Treuzkemm ekologel ha bevliesseurted
nevezadennoù sokial e Breizh

A gaoz da gudennoù teknikel n'eus ket bet ag ar c'heleier barzh an abadenn-mañ, ha chanchet eo bet un tammig an urzh!

Klevet vez ar lodenn gentan ag un atersadenn get ar strollad Tanork, graet get Gregory a Radio Balises. Ar bare metal-mañ zo e-touesk an anvioù kentañ embannet aveid GBB ar ble-mañ.

Hanterenn gentañ ur gronikenn Barzaz vo klevet ivez, a-ziar ar romant A-drek kerreg Tevrieg get Hervé Sébille-Kernaudour. Ur romant aveid ar grennarded an hani eo.

C'hwi gavey en-dro Kristian ar Braz doc'h mikro Yann Boishardy e Pennad-kaoz ar sizhun, ha doere personel zo get ho animatour ag an devezh ivez: Neshka a vo adalek bremañ Emrys, ker emañ-eñ é ober transition jener!

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2026 Radio BOA