Avel em fenn - Gant Radio Bro Gwened
59 mn 52 sec 17 Here 2025
Just eraok ma oe lañset an abadenn-mañ, hon doe resevet un doere ag an tristañ e ti RBG: marv eo Loeiz Konan. Barzh an abadenn e kavit neuze Maksim Crahé é komz aveid ean inoriñ, hag un tamm dielloù a Radio Bro Gwened get Loeiz Konan. Trugarekaat a reomp toud Loeiz Konan aveid ar labour en deus kaset da benn aveid goarniñ hor langaj-ni.
Brav eo, en ur mod, e kavehet barzh ar memb abadenn-mañ ur reportaj a Fest ar Laridenn, aozet get Dastum Bro Ereg, lec'h ma zo bet klevet brezhoneg e begoù lan a dud, sonerion ha danserion.
Modarall, barzh an abadenn-mañ: ar gronikenn Yec'hed get Alan Goulven, é konz a-ziar ar gwignanennoù, doereioù Splann, ha pennad kaoz ar sizhun, kaset get Enora Molac, a-ziar sontadeg Ifop. Keleier erbet a gaoz d'ur gudenn teknikel.