Diwall, un tamm drol eo fin ar podkast abalamour d'un toullad kudennoù teknikel !
Petra e vez kinniget gant Ti Ar Vro L'Ôté St-Brieg ? Ur bern emgavioù reoliek pe dibar. Muioc'h gant Morgan Lefebvre ha Julian Geffroy.
Ar chadenn Brezhoweb a glask merc'hed evit ur programm nevez, Ar Brezhoweb Komedi Klub, ur seurt stand up. Florent Grouin a lavar hiroc'h.
Jorj Bothua a zo anvet mat er vro evit e labour saver bombard hag an holl c'honkourioù en deus gounezet. Pennad Kaoz ar Sizhun gant Neshka, deus Radio Bro Gwened.
Keleir ar vro : Erwan Blanchard
Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy (...met un dizemglev zo bet gant ar c'hartoucher !)