Avel em fenn - Gant Radio Bro Gwened
1 ourr 0 mn 05 Gwengolo 2025
Chelaouit doc'h Gilbert Toudig é komz a-ziar 'Gouel ar Maen', hag a vo dalc'het e Gwerliskin an dibenn-sizhun-mañ, ha doc'h Michel Lopez a gevredigezh L'Outil en Mains. An daou zo bet aterset get Yann Boishardy a Radio Kreiz Breizh.
Doc'h mikro Neshka e klever Alan Goulven, hag a zispleg en e gronikenn 'Yec'hed' un nebeut sujedoù tener a-walc'h a denn doc'h yec'hed seksel ar baotred.
Klevet vo disoc'h an dro-vale e Kawan ivez, e Kreizenn ar Son, get Sylvie Toupin ha Seb Toanen.
Ar c'heleier vo kaset get Erwan Blanchard, hag ema Neshka é animiñ an abadenn