Avel em fenn - Gant Radio Bro Gwened
1 ourr 0 mn 04 Gwengolo 2025
Barzh an abadenn hiniv e vo kavet en-dro Guigner hag Annaig a gelc'h keltiek Krollerion Mourieg; tremenet oent dija e Heklev an Hañv aveid reiñ doere a fest 40 vlé ar c'helc'h. Muioc'h a draoù o doe da gontiñ erhat, ha chetu int é tiskriv buhez ar c'helc'h, e istoer, ar pezh a vez groeit gete bremañ ha memb ar pezh a faot dezhe aveid an amzer dazonet.
Modarall e vo kendalc'het an dro-vale e Kawan, e Kreizenn ar Son, ha Mael Gwenneg a Frañs 3 a lar doc'h ar pellgomz petra vo da welet àr Frañs 3 an dibenn-sizhun-mañ.
Abadenn kaset da benn get Neshka, Keleier get Anton Burel