Avel em fenn - Gant Radio Bro Gwened
1 ourr 1 mn 13 June 2025
An abadenn-mañ zo unan dreistordinal: kaset ar-ean a Di Ar Vro Gwened, get lan a gouvidi tro-dro an daol, éraok Asamble Meur RBG er memb lec'h. Klevet a rit Gwen Vorc'h, a volontez-vad get Radio Bro Gwened a-c'houde pell; Fañch Jestin, kelennour brezhoneg e Ti Ar Vro ha paotr an Naouegezh Artifisiel, Reyhane Le Meur a Vignoned ar Brezhoneg, Glenn Gouthe, sonour hag ezel ag aozadur kerent Skol Diwan Gwened, hag a lid he 30 vlé ar blé-mañ; ha Gaetan Boulic, kelennour e Skol Diwan Gwened hag animatour an abadenn 'Larsen ha Mediator' àr RBG. E-kreiz an abadenn: Keleier ar Vro get Gwenvael Delanoe.