BOA logo

Avel Em fenn - Meurzh 17 a viz Even

Avel em fenn - Gant Radio Bro Gwened

57 mn 8 sec 17 Mezheven 2025

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh
Abadennoù sevenadurel
Treuzkemm ekologel ha bevliesseurted
nevezadennoù sokial e Breizh

Ur veaj triyezhek diwar-benn tem an douar e vez kinniget gant ar gompagnunez L'Artère tro-dro oberennoù Anjela Duval ha Mahmoud Darwich...hag ur veaj all vez graet gante, ur veaj da vat, peogwir int kustumet da vont a leurenn da leurenn war varc’h-houarn. Muioc'h gant Diane Giorgis.

Ur bajenn nevez e brezhoneg bep Sul 'ba Ouest-France, sed aze ar pezh a vez displeget gant Maiwenn Raynaudon, penn-redaktourez ar gelaouenn Bretons.

Goude bezañ tapet e vachelouriezh e Lise Diwan Karaez, Tangi Ar Rouzo en doa disidet en em stummañ gant ur CAP alc’hwezer-metaler gant ar C’hompagnoned. Met dipitet bras eo bet !

Stajiadezed : Erell ha Lilwen

Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA