Goude un ehan bras eo bet dalc’het Gouel Etrevroadel an Dreujenn-Gaol ba Groñwel en dibenn- sizhun tremenet. Un taol esae eo bet gant sonerien ha sonerezed deus ar vro, plijadur gante o seniñ asambles ha treuzkas hengoun an dreujenn gaol.
Muioc’h gant Mickael Derrien, unan eus an aozerien.rezed zo deut betek studio Radio Kreizh Breizh ar sizhun paseet.
Laenneg, ar stetoskop ? Setu sujed ar c'houlzad nevez «An Istor Livet», kinniget gant Brezhoweb. Muioc'h gant Florent Grouin.
« Ouzhpenn 10% deus an dud e tiriad ar Frañs a zo di-vedisin ». E 2021, e vanke ur medisin pe ur vedisinez en hanter a gumunioù Breizh, neuze penaos cheñch penn d’ar vazh ?
Ar sizhunioù paset e veze graet trouz gant ar vedisinesed ar medisinezed, da-heul lezenn Guillaume Garot. Pal ar lezenn-se a zo kontrolliñ gwelloc’h e lec’h e vez staliet ar vedisined hag ar medisinezed nevez, hag o lakaat da vont muioc’h e lec’hioù stenn.
Ar sizhun mañ e kinnigomp deoc’h mont donoc’h. Ni vo ni gant Gael Pedron, a zo medisinez e Kreiz Breizh, e Rostrenn. War-dro 900 pratik disklêriet a vez heuliet ganti.
En desped d’he lec’h labour, a zo stenn tre, he doa graet harz-labour enep al lezenn Garot…
Ur sujed hag un atersadenn kinniget gant Enora Mola, deus radio BOA.
Keleier ar vro : Aodren Trehen
Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy