BOA logo

Awel Em Fenn - Merc'her 21 a viz Mae

Avel em fenn - Gant Radio Bro Gwened

1 ourr 0 mn 26 Mae 2025

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh
Abadennoù sevenadurel
Treuzkemm ekologel ha bevliesseurted
nevezadennoù sokial e Breizh

Aet eo d'an anaon Ronan al Louarn: Anton Burel en deus aterset Lena Louarn a-ziàr he envorennoù geton, ha barzh an atersadenn hiniv e klevit ar gaozeadenn-mañ, asambl get lodennoù a brezegenn Gael Roblin ag e zivout er vanifestadeg e Roazhon d'ar 17 a viz Mae.

Liseidi Lise Diwan Gwened o deus savet un diskouezadeg anvet 'Komzoù Brezel'. Implijet o deus dielloù Radio Bro Gwened ag atersadennoù graet get Monik ar Boulch. Klevet a rit muioc'h doc'h mikro Gael an Du.

Ha just awalc'h, pennad-kaoz ar sizhun e ta ah ar memb dielloù-se: Monik ar Boulch é komz get Thérèse Provost e 1993 a-ziàr ar louzoù aveid aesaat kleñvedoù ha drougoù.

Modarall barzh hos abadenn: lizher-doereioù Splann, hag el rezon ar c'heleier, kaset get Gwenvael Delanoe.

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA