BOA logo

Avel Em Fenn - Lun 16 a viz Kerdu

Avel em fenn - Gant Radio Bro Gwened

16 Kerzu 2024

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh
Abadennoù sevenadurel
Treuzkemm ekologel ha bevliesseurted
nevezadennoù sokial e Breizh

Diaesoc’h-diaesañ eo kavout ur mezeg, ur vezegez, pe c’hoazh bezañ degemeret aes ba un ospital, ba lech’ioù zo. ‘Blam da-se, sitoianed.ezed, sindikalourien.ezed ha tud a labour ba r bed ar yec’hed ba bro Dreger, o deus krouet ar stroll Initiative Urgences Armor Santé Yech’ed. Er mare-mañ, e kinnigont ur roll goulennoù, ur seurt kaier klemmoù diwar-benn ar yec’hed. Gael Roblin, kuzulier-kêr Gwengamp, a lâr muioc’h da Gwenvael Delanoe, deus Radio Breizh.

Florent Grouin, deus Brezhoweb, a gomz diwar-benn rann diwezhañ eus ar c’houlzad Istor Livet, ur rann dediet da Sant-Weltaz.

Ur raktres eus a-bell e oa krouiñ ur menaj gant Eurydice Wicheler ha Quentin Piederriere. Da benn-kentañ tout n’o doa ket soñjet d’en em staliañ ba bro Dreger met kavet o deus eno ur rouedad a vignoned.ezed dreist-holl gant skol Diwan Plonevez-Moedeg, hag ivez pradoù gleb ha geot druz evit sevel o chatal saout laezh. Muioc'h gant Eurydice ouzh mikro Yann Boishardy, deus Radio Kreizh Breizh.

Ha deus laezh ha desaverien saout e vo anv ivez gant ar media enklask Splann Ar gazetenerez Juliette Cabaço-Roger a zo aterset gant Enora Molac, deus Radio Boa.

Teknik : Gweltaz Heno

Buheziñ : Yann Boishardy

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA