BOA logo

Avel Em Fenn - Meurzh 10 a viz Kerdu

Avel em fenn - Gant Radio Bro Gwened

3591 mn - 10 December 2024

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh
Abadennoù sevenadurel
Treuzkemm ekologel ha bevliesseurted
nevezadennoù sokial e Breizh

N'ho peus ket kavet c'hoazh ur prof evit an Nedeleg ? Jerom Olivry, skrivagner, ha Kristian Goindin, tresadenner, o deus embannet Atlas ar bedoù faltaziet, . Ennañ e kavoc'h kartennoù e brezhoneg deus bedoù ijinet gant skrivagnerien evel Tolkien, Pratchett pe c'hoazh Paolini. Ur sujed kinniget gant Anton Burel.

Tristan Ar Floc'h a zo o stourm da reizhañ skritur e anv e marilh ar boblañs.

Un anv all, un anv-bihan ar wech-mañ : Augustine eo, titl al levr en deus skrivet Regis Delanoë diwar-benn e vamm-gozh. Deus se eo anv gant Maïwenn Raynaudon, penn-redaktourez ar gelaouenn Bretons.

Start eo sikour an dud a-wechoù ha kouskoulde sed ar pezh e vez graet bemdez gant ar bomperien, ar pomperezed. Setu perak o dez ezhomm da gaozeal etreze goude, pe gant ur psikologour, ur bsikologurez. Muioc'h gant Aodren Saner, pomperez e Berrien.

Teknik : Gweltaz Heno

Buheziñ Avel Em Fenn : Yann Boishardy

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA