BOA logo

Avel Em Fenn - Lun 25 a viz Du

Avel em fenn - Gant Radio Bro Gwened

3585 mn - 25 Du 2024

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh
Abadennoù sevenadurel
Treuzkemm ekologel ha bevliesseurted
nevezadennoù sokial e Breizh

Ar glad ha bezañ gouest da gomz diraok an dud, setu ar pezh en doa kinniget lise Diwan Gwened da grennarded ha grennardezed hag a zo bet da welladenniñ peulvannoù e Bono hag e Enez Arzh. Filmet oant bet gant ar sevener Sylvain Huet evit KuB media...ha kemeret o doa perzh en ur c'hoñkour elokañs goude. Un teulfilm a zo o paouez bezañ embannet : Ni gomzay yezh hor glad. Neshka, eus Radio Bro Gwened, he deus aterset Florian Voyenne, rener al lise, ha Anne-Claire Quivijer, deus Ti ar Vro Gwened. Petra a dalv al labour frammañ er bed ar c'hleweled. Displeget eo gant Florent Grouin, eus Brezhoweb.

Un danvez start da gomz anezhañ e chom brezel Aljeri. Yann-Baol Riuz a o bet galvet eno evel soudard en deus lakaet e eñvorennoù en ul levr. Displeg a ra e gamaraded Alan Golven ha Jorj Belz penaos o deus sikouret gantañ evit krouiñ al levr-mañ.

Keleieir ar vro hag ar bed : Aodren Trehin

Teknik : Mael Krenn ha Liza, skolajiadez skolaj Prevert, Gwengamp

Buheziñ : Yann Boishardy

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA