BOA logo

Avel Em Fenn - Meurzh 15 a viz Here

Avel em fenn - Gant Radio Bro Gwened

3586 mn - 15 Here 2024

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh
Abadennoù sevenadurel
Treuzkemm ekologel ha bevliesseurted
nevezadennoù sokial e Breizh

Cheñch sell an dud war ar repuidi, war an harluidi, sikouriñ anezhe :  setu ar pezh a ginnig ar festival "Les Mots de l'Exil" e Pempoull etre an 12 a viz Here betek an 19 a viz Here. Petra a zo da welout ha da glevout ? Lavaret eo gant Julian Lannou.

 

Maïwenn Raynaudon, eus ar gelaouenn Bretons, a displeg deomp penaos e vez choazet, penaos e vez aozet golo ar gelaouenn.

 

Lakaat war-wel boued bio eus ar vro, ur soñj vat. Met penaos ober ? Gant stalioù, kevelouri ha gevredigezhioù, e vez kinniget "Kerzhadenn ar boued", ur valeadenn dre vro Pondi evit mont d'ober anaoudegezh gant produioù eus ar vro met ivez gant ar re a broduiñ anezhe. Muioc'h gant prezidantez an Amap, Maryline Pollet hag Andrea Ar Gal ezel er gevredigezh Ekolokobio, ouzh mikro Enora Molac, eus Radio Bro Gwened.

 

 

Keleier ar vro : Erwan Blanchard

Teknik : Gweltaz Heno

Buheziñ Avel Em Fenn : Yann Boishardy

 

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA