BOA logo

Avel Em Fenn - Meurzh 1 a viz Here

Avel em fenn - Gant Radio Bro Gwened

3583 mn - 01 Here 2024

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh
Abadennoù sevenadurel
Treuzkemm ekologel ha bevliesseurted
nevezadennoù sokial e Breizh

Elouan Ar C'houlz ha Kaorentin An Dalvay, izili eus ar strollad War-Sav, a displeg deomp  petra a dalv enrollañ ur bladenn war-eeun ha penaos e vez paeet an enrolladenn gant an arc'hantaouiñ a-stroll, da lavaret eo ar "crowdfunding".

 

Deus arc'hant e vo kaozeet ivez gant Anne-Sophie Bratz hag Yves-Marie Derbré Salaun, eus Diwan. Diazamantoù a zo gant ar rouedad : Kresket ar prizioù dre vras met n'eo ket kresket ar gounidoù, en o mesk ar yalc'hadoù... Aterset e oant bet gant Enora Molac, eus Radio Bro Gwened.

 

Ne vo ket ar memes golo gant ar gelaouenn Bretons, ar miz-mañ. Perak ha penaos ? Muioc'h gant Maïwenn Raynaudon, penn-redaktourez enni.

 

 

Keleier : Gwenvael Delanoe

Buheziñ : Yann Boishardy

Teknik : Gweltaz Heno

 

 

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA