BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Avel Em Fenn - Meurzh 17 a viz Gwengolo

Avel em fenn - Gant Radio Bro Gwened

17 Gwen.

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh

   Ar skipailh Kleor en deus graet ul labour a-feson evit kinnig ur podcast gouestlet d'al lennegezh e brezhoneg.  Enrollet eo bet al levr Ar Vastardez, gant Yann Vadezour Lagadeg. Muioc'h diwar-benn labour Kleor gant Mael Thepault, unan eus o izili, ouzh mikro Gwenvael Delanoe.

   Maïwenn Raynaudon, eus Bretons, a displeg deomp penaos e vez fardet ha skrivet atersadennoù ha pennadoù ar gelaouenn.

  Kan a ra Anna Graham met n'eo ket awalc'h eviti ! En Ailleurs Café, en Alre, he deus staliet he fotoioù e gwenn ha du. Tost eo eus ar spered soufi met kerzhet he deus ivez war hentoù Sant-Jakez. Kontet he deus se er studioioù RBG, ouzh mikroioù Enora Molac ha Yann Boishardy. 

 Keleier ar vro hag ar bed : Metig Jakez-Vargas
 Buheziñ Avel em fenn:  Yann Boishardy
 Teknik: Gweltaz Heno

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA