BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Avel em fenn - Merc'her 5 a viz Even

Avel em fenn - Gant Radio Bro Gwened

05 Mezh.

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh

Fiore Longo àr he levr Didrevadenniñ gwarez an natur. Renez Survival International Frañs & Spagn a lâr hirroc'h a-ziàr gwask bras lakaet àr pobloù Baka pe Maasai get ONGoù èl WWF e Kongo pe Tanzani, en arbenn da gwareziñ an natur (ha skarzhiñ ar pobloù a vev enno a-houde kantvedoù).

 

N'eo ket niverus strolladigoù liammet get ar bed faskour e Breizh. En desped d'ar fed e vez cheñchet an anvioù alies, ar soñjoù tu dehoù-pellañ strizh ne cheñch ket kement-se. Muioc'h àr strollad an Tour Tan staliet e Gwened a-houde fin 2022 get un den ag ar strollad Gwened Antifa Crew. Ha ma faot deoc'h gwelout hirroc'h àr liammoù ar strolladoù tu dehoù-pellañ e departamant ar Mor Bihan eh eus ur gartenn AZE embannet get La Horde (embannet e 2023). Muioc'h ivez get Erwan Chartier penn kazetenner ar Poher.

 

Da glevout en abadenn-mañ ivez: liseidi Diwan àr ar sinema e brezhoneg, ar rubrikenn Chutuged!

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA