BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Avel em fenn - Meurzh 4 a viz Even

Avel em fenn - Gant Radio Bro Gwened

05 Mezh.

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh

Distro àr festival Artrock Sant Brieg get Morgane Cotten (Radio Kerne), er reportaj e kavehet Titouan & Yuna a volonte-vat, hag ar festivalerez Isabelle!

 

Adkavit ivez Anne Koadig, ag ar sindikad Solidaires a gont deomp penaos predegennoù an tu-dehoù pellañ a c'hell magiñ ivez strolladigoù faskour a vez o klask gounid o flas er vro er mare-mañ.  Erwan Chartier penn redaktour ar gazetenn Poher a gont hirroc'h ivez àr ar pezh oa bet ar bleadoù paset evit e gazetenn, hag a-ziàr ar retorik implijet get an tu dehoù-pellañ. Atersadennoù kaset get Yuna Cojean.

 

Petra nevez e Brezhoweb? Ur rubrikenn get an den karget ag ar produiñ Florent Grouin, àr rann zewezhañ Made e Breizh.

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA