BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Avel em fenn - Merc'her 29 a viz Mae

Avel em fenn - Gant Radio Bro Gwened

29 Mae

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh

Saotret eo traezhennoù Breizh get bakteriennoù fall, hrewez ar gartenn embannet get Deur ha Sterioù d'ar 25 a viz Mae. Faot a ra dehe roiñ muioc'h a sklêrijenn d'an traoù pistrius dañjerus a vez e redeg àr hon aodoù. Muioc'h a ditouroù get Jean-Paul Runigo, ezel Deur ha Stêrioù Breizh.

 

Jerom Olivry (Al Liamm) a-ziàr Atlas ar bedoù faltaziet, deirvet rann a zo da glevout er podkast-mañ, ha dre-eeun beteg Digwener e Pennad-kaoz ar suhun! Un atersadenn get Maëlle Ausias (RKB).

 

Rubrikenn liseidi ha liseadezed Diwan da glevout ivez, get Kevin Ruellan.

 

Keleier ar vro & ar bed get Metig Jakez Vargas, Avel em fenn oa buhezet dre-eeun a Bondi get Enora Molac (e studio RBG).

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA