BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Avel em fenn - Lun 13 a viz Mae

Avel em fenn - Gant Radio Bro Gwened

13 Mae

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh

Ur marc'had eo deuet de vout an c'hoari Magic. Get degadoù a viliadoù a c'hartennoù e c'heller gounid argant en ur preniñ ha gwerzhiñ ar re-se: setu ar pezh displeget get Riwan Marhic en doa krouet e chadenn Magic Passion Carton ar blez paset. Muioc'h getoñ e penn kommañs an abadenn.

 

EFED, em soñjal àr ar vevliesseurted a zo un diskouehadeg staliet er Roc'h Ugu. Muioc'h a-hed ar suhun mañ e kompagnunezh Salomé Rouault a zo henterez enno. Ur rubrikenn kaset get Maëlle Ausias (RKB).

 

Ar Redadeg a grogay a benn Digwener, loc'hiñ a ray a Blogo! Un digarez interesus evit FR3 Breizh da heuliiñ an darvoud a-hed ar sizhun, setu ar pezh a vez displeget get rener ar programoù e brezhoneg Mael Gwenneg.

 

En abadenn e adkavehet ivez 5vet tamm ar rubrikenn yec'hed, a-ziàr istoér ar vaksin get ar medisin-bet Alan Goulwen.

 

Keleier ar vro & ar bed get Erwan Blanchard, da adkavouit AZE a-bezh. Avel em fenn oa skignet dre-eeun a Bondi ha kaset get Enora Molac.

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA