BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

"Spered Breizh" e gourfenn kampionad ar rugbi maouezed e Perroz !

Avel em fenn - Gant Radio Bro Gwened

03 Mae

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh

Gourfennoù kampionad Breizh ar rugbi a oa bet disul e Perroz-Gireg !

Eizh krogad oa bet en deiz-se. Krogadoù paotred met ivez krogad diwezhañ sezon rugbi ar maouezed. Ar re-se a c’hoari gant dek c’hoarierez war an dachenn e pep skipailh. Rummad re goshañ ar « Breizh’Barians » a oa o c’hoari ouzh ar « Spered Breizh ». Hemañ diwezhañ zo ur skipailh savet diwar un emglev etre tri c’hlub, re Gemperle, Kemper ha Konkerne !

Tamm ha tamm ec’h a war-raok ar rugbi evit ar maouezed hag e vez gonezet gante peadra d’ober ar sport-se kenkoulz hag ar baotred. Abaoe ma vez gwelet skipailh Frañs ar rugbi maouezed o c’hoari en « tele » e teu muioc’h-mui a verc’hed d’ar skolioù rugbi… Disadorn c’hoazh e oa bet tost da 28 000 a dud e stad Chaban-Delmas Bourdel o sellout ouzh krogad diwezhañ tournamant 6 broad ar maouezed. Ar Frañs a oa o c’hoari e-tal Bro-Saoz.

Hiroc'h diwar-benn krogad disul gant ur c’hoarierez rugbi hag a zo harperez ar skipailh « Spered Breizh »... Caroline Andrieu.

 

Pennad-kaoz gant Tomaz Laken

 

(Foto Facebook Rugby Lannion Perros)

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA