BOA logo
Radio Kreiz Breizh
Radio Kreiz Breizh

Avel em fenn - Meurzh 2 a viz Imbril

Avel em fenn - Gant Radio Bro Gwened

02 Apr

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh

Prizioù a vez roet d'an dud a labour start evit lakaat àr raok ar brezhoneg bep plez, get OPAB hag FR3 Breizh. Ur lid a zo bet e kreiz ar miz paset, b'An Naoned. Annon e oa bet roet 3vet priz ar pladenn kanet e brezhoneg d'an daouad Morwenn Lenormand ha Roland Conq, evit o fladenn: Daou. Muioc'h da glevout ivez get an dilennadez karget ag ar brezhoneg evit An Oriant Tolpad Kerioù Laure Le Maréchal, ha Pierre-Yves Le Roho, ag an Ofis e penn kommañs an abadenn!

 

Adkavit ivez Florent Grouin àr 4munut e Breizh àr ar road gwad. 

Carmen Le Bris oa bet da studial teknikoù bevañs ha labour an desaverion loened e Ladakh. Hi an hani eo a zo bet pedet ar sizhun mañ evit komz ag he skiant-prenet.

 

Keleier ar vro get Yuna Cojean. Avel em fenn a zo bet buhezet dre-eeun a studio RBG e Pondi get Enora Molac.

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA