BOA logo

Avel em fenn - Lun 27 a viz C'hwevrer

Avel em fenn - Gant Radio Bro Gwened

3592 mn - 26 Cʼhwevrer 2024

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh
Abadennoù sevenadurel
Treuzkemm ekologel ha bevliesseurted
nevezadennoù sokial e Breizh

N'eo ket prop daouarn ONGoù 'zo, da gwarañtiñ an natur. E-dan krouidigezh parkeier bras e vez gwasket pobloù orin a vev enno a-houde pell. Ar WWF a zo tamalet dehi gwaskiñ ar bobl Baka e Kongo, ha skouerioù ur seurt a kaver e pep lec'h er bed. Ur levr a zo bet skrivet get an antropologerez Fiore Longo, a zo renerez Survival International Frañs & Spagn. Muioc'h da glevet e penn kommañs an abadenn geti, doc'h mikro Enora Molac. Mouezh brezhoneger: Yuna Cojean.

 

Pennad-kaoz ar sizhun: Juluan ar C'hozh a-ziàr e veaj e Jeorji & Armeni. Un atersadenn get Tomaz Laken (RKB).

 

Adkavit ivez Alan Goulwen er gronikenn yec'hed, evit 3vet kronikenn a-ziàr istoér ar vaksin. Keleier ar vro get Anton Burel. Avel em fenn a zo bet buhezet dre-eeun a Bondi e studio RBG get Enora Molac.

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA