BOA logo

Avel em fenn - Meurzh 20 a viz C'hwevrer

Avel em fenn - Gant Radio Bro Gwened

3564 mn - 20 Cʼhwevrer 2024

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh
Abadennoù sevenadurel
Treuzkemm ekologel ha bevliesseurted
nevezadennoù sokial e Breizh

Un danevell 'zo bet embannet get kambr rannvroel ar c'hontoù, a-ziàr Diwan. Alioù a zo bet roet d'ar gevredigezh, dreist-ordinal a-wal eo. Muioc'h get Yves-Marie Derbré-Salaun, teñzorer Diwan doc'h mikro Yuna Cojean.

 

Eil tamm Pennad-kaoz ar suhun e kompagnunezh Nely: klevet e vo hirroc'h a-ziàr kartennoù tarot ar marv hag an hani krouget. Un dennadenn gevrinus. An tamm ketañ a zo da selaou en-dro amañ.

 

Da glevout ivez en abadenn: Florent Grouin, karget a produiñ Brezhoweb a-ziàr eil koulzad An istoér livet get buhez Jeanne Malivel.

 

Keleier ar vro & ar bed get Erwan Blanchard dre-eeun ag Arvorig FM (Landerne), buhezet Avel em fenn hiriv get Enora Molac dre-eeun a Bondi (RBG).

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA