BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Avel em fenn - Lun 5 a viz C'hwevrer 2024

Avel em fenn - Gant Radio Bro Gwened

05 Cʼhwe.

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh

Gwelet e vo unan deus sportoù Breizh er C'hoarioù Olimpek e Pariz : sachañ war ar gordenn ! N'eo ket e touezh ar sportoù ofisiel e vo sachet war ar gordenn evel just : e kêriadenn ar c'hoarioù eo e vo diskouezet d'an holl dud o tremen. Displegadurioù Serj Falezan àr ar gevredigezh Sportoù ha C'hoarioù Breizh evit krogiñ geti. Setu-eñ an den pedet ar sizhun mañ e Pennad-kaoz ar sizhun, doc'h mikro Tunvezh Wloeguen Grandjean.

 

Un atalier zo bet savet evit kizidikaat ar grennarded d'an handisport. Magali Klecha, kasourez annon, he deus kemeret perzh e aozadur an atalier. Klevet e vo ivez Mael Douna ha Koulma Ar Gall e 4vet klas, ha Thomas Prat, kelenner DKS er skolaj-lise. Ur reportaj get Yuna Kojan.

 

En abadenn e adkavehet ivez talvoud an osmoz en energiezh, labouret get un embregerezh e Roazhon e kronikenn Loeiz Belleg War Hentoù an Antroposenn ha Mael Gwenneg rener programmoù brezhoneger FR3 Breizh àr Naig ha me, un teul-film nevez savet get Klervi Lalond.

 

Avel em fenn a zo bet kinniget get Enora Molac e studio RBG (Pondi), Keleier ar vro & ar bed dre-eeun ivez a Landerne (Arvorig FM).

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA