BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Avel em fenn - Gwener 22 a viz Kerzu

Avel em fenn - Gant Radio Bro Gwened

28 Kzu.

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh

Un adskignadenn deus ul lodenn deus an heuliadenn Krouerezed, bet savet 'bloaz paset : Sylvie Troadeg a vev e-touesk ar bleunioù en he jardin, anvet "Diskrab", staliet war gumun Tredraezh-Lokemo. D’ar c’houlz-mañ ar bloaz eo leun he atalier a vleunioù sec’h, peadra da sevel kurunennoù pe bokedoù bleuñv sec’het, bleunioù bet hadet, lakaet da greskiñ ha kutuilhet ganti a-hed ar bloaz. Er pennad-kaoz-mañ e konto Sylvie deomp deus ar pezh eo he micher bokedourez hag e tiskrivo un darn deus ar spesadoù bleuñv a lak da sec’hañ.

Ar gronikenn Barzhaz war al levrioù Trouzioù an noz, Pennadoù Sul ha Plant ar Vro.

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA