BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Avel em fenn - Meurzh 12 a viz An Azvent

Avel em fenn - Gant Radio Bro Gwened

13 Kzu.

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh

Pesket vo kaset gant Bro Oman betek an Oriant ! Un emglev zo bet savet etre Porzh Keroman en Oriant ha sultaniezh Oman. Faot a ra da Oman sevel ur porzh pesketa 250 devezh-arat. Ar pal evit porzh Keroman a zo skoazellañ Bro Oman da sevel ar porzh pesketa etrevroadel-se e Duqm. En eskemm vo kaset pesked eus Oman betag an Oriant, da reiñ labour d’ar porzh. Kounaret eo an ekologourien kar e vint kaset dre garr-nij beteg an Oriant... Alain Le Sann doc'h mikro Yuna Cojean

 

Klaod An Intañv ag ar gevredigezh France Palestine Solidarité, a zistro e Pennad-kaoz ar sizhun eit kenderc'hel get e analiz àr ar lazhadegoù e Gaza. Getoñ, ur sell war ar bolitikerezh etrevroadel ha Gall da geñver Israel hag ivez istor al Likoud, strollad politikel Benyamin Netanyahou. Ur sujed get Maëlle Ausias ag RKB.

 

Adkavit ivez Florent Grouin àr neventioù Brezhoweb.

 

Avel em fenn a zo bet kaset dre-eeun a studio RBG e Pondi get Enora Molac, asambl get Yuna Cojean evit Keleier ar vro & ar bed.

 

 

 

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA