BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Avel em fenn - Lun 11 a viz An Azvent

Avel em fenn - Gant Radio Bro Gwened

12 Kzu.

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh

Neventioù an triad SEIM: Marine Lavigne a gont ag he flijadur hag e freder da grouiñ ha da vonet pelloc'h er raktres krouet e 2022 get Jonathan Dour, asambl get Anthonin Volson. Muioc'h geti e penn kommañs an abadenn

 

Brezel a zo en Israel ha Gaza a-houde ohpenn 2 viz. Krog oa ar c'henstokoù pell 'zo, ha gwashoc'h a-houde krouidigezh Stad Israel e 1948. Klaod An Intañv a zo er gevredigezh AFPS - France Palestine Solidarité. Pennad-kaoz ar sizhun kaset get Maëlle Ausias (Radio Kreiz Breizh).

 

Adkavit ivez kronikennoù War hentoù an antroposenn get Loeiz Belleg, ha program Nedeleg FR3 Breizh get rener ar chadenn Mael Gwenneg.

 

Keleier ar vro hag ar bed get Metig Jaker Vargas, un abadenn kinniget dre-eeun a studio RBG e Pondi get Enora Molac.

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA