BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Avel em fenn - Meurzh 28 a viz Kalañ-Gouiañv

Avel em fenn - Gant Radio Bro Gwened

28 Du

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh

Teñval eo dazont ar pesketa er vro. Muioc'h get Alain Le Sann a zo kenbrezidant ar c'henstroll Pesketa ha Diorren b'An Oriant. Un atersadenn get Enora Molac (RBG).

 

Un diover a sekretourezed·ien ti-kêr àr ar maezioù. Setu eil lodenn an heuliadenn get tud ti-kêr Plougonver Silvi Gwezennek ha Yannig Larvor. Pennad-Kaoz ar sizhun-mañ kinniget deoc'h get Tomaz Laken (RKB).

 

Deiziataer miz An Azvent a zay 'maez a benn Digwener àr Brezhoweb. Muioc'h get Florent Grouin, karget ag ar produiñ evit ar chadenn tele.

 

Un abadenn kinniget get Enora Molac dre-eeun a Radio Bro Gwened e Pondi. Keleier ar vro get Yuna Cojean.

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA