BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Avel em fenn - Lun 20 a viz Kalañ-Gouiañv

Avel em fenn - Gant Radio Bro Gwened

20 Du

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh

Divizet eo bet d'ar 7/11 skriv ur lezenn get ar Sened evit dilemmel an AME - sikour yec'hedel ar Stad d'an dud dibaper (AME - Aidé Médicale d'Etat). Mediniserion·ezed, kevredigezhioù... Kalz a dud a zo mantret. Muioc'h da glevout a-ziàr ar pezh a vez bevet àr an dachenn get Christian Ar Meut, ag ar gevredigezh Solidarité Exilés Hennebont. Un atersadenn get Yuna Cojean.

 

Traoù dic'hortoz a c'heller gwelet gweave... Muioc'h a-ziàr ar prizioù "loufok" Ig Nobel get Loeiz Belleg er gronikenn fizik! War hentoù an antroposenn.

 

Tudennoù dibar a c'heller daremprediñ gete en ur vonet un tammig pelloc'h er vro! Ar wezh-mañ e vez lakaet àr wel bro Kastellin-Pleyben get skipailhad Bali Breizh, Frañs 3 Breizh. Muioc'h get Maël Gwenneg karget ag ar programmoù.

 

Beaj Sklaerenn Galloudeg hag he familh a zo bet ur sapre skiant-prenet da zizoleiñ ar bed. India, Nepal ha Malaisia a zo bet gweladennet gete. Muioc'h da glevet e Tavarn Kreiz Mitin Caroline Trouillet.

 

Un abadenn kaset dre-eeun a Radio Bro Gwened e Pondi get Enora Molac. Keleier ar vro get Metig Jakez Vargas.

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA