BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Avel em fenn - Merc'her 15 a viz Kalañ-Gouiañv

Avel em fenn - Gant Radio Bro Gwened

15 Du

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh

Dec'h e veze anoñset get ar gouarnamant e vo klasket en "sistematek" ar vugale a-raog 6 vlez, tapet get dizurzioù dys, TDI pe TDAH: Trouble du déficit de l'attention -get hyperactivité pe get/ Klasket e vo e skolioù ar vugale tapet get autism/aotegezh ivez. Hirroc'h a-ziàr an TDAH hiriv en abadenn get Céline, a zo mamm ur paotrig 8 vlez tapet get an dizurz TDAH.

 

E pleg an hent a zo kronikenn psiko Maëlle Ausias (Radio Kreiz Breizh), get displegadennoù ar bredour Clément Guillanton, sell Freud & Lacan àr ar lavar. Muioc'h a rannoù AZE.

 

Hiriv b'an abadenn e vo adkavet Yoann Colas a-ziàr aozadur ar vuhez àr-dro d'an dachenn 100 davad e Plufur, e pennad-kaoz ar sizhun.

 

Kaset an abadenn dre-eeun a studio RBG e Pondi get Enora Molac, Keleier ar vro hag ar bed get Erwan Blanchard.

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA