BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Avel em fenn - Meurzh 31 a viz Gouel-Mikel

Avel em fenn - Gant Radio Bro Gwened

06 Du

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh

Kampionez ar Golden Globe Race a gomz a-ziàr ar pezh he deus bevet ha gwelet en ur ober tro ar bed he-unan àr he bag 11 metrad Minnehaha ar blez-mañ. Kirsten Neuschäfer he deus kavet dibar bout hep GPS na skramm ebet e-pad 8 miz àr vor, hag ar redoù-deur tomm a zo o cheñch ha se 'zo pouezus. Muioc'h da glevout dre he vouezh brezhoneg (hani Caroline Trouillet deus RBG) doc'h mikro Enora Molac.

 

Gwerz Denez a zo levr nevez embannet ar c'haner. Pennad-kaoz ar sizhun-mañ a zo kinniget get Maëlle Ausias (RKB).

 

Zombiellenium a zo da welet àr Brezhoweb amañ ha muioc'h da glevet get Florent Grouin, karget ag ar produiñ evit ar chadenn tele en linenn.

 

Keleier ar vro da glevout a-bezh amañ, kaset get Erwan Blanchard da vitin.

 

Avel em fenn a zo bet kaset get Enora Molac dre-eeun a studio Radio Bro Gwened e Pondi ha skignet àr Radio BOA dre-eeun ivez.

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA