BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Avel em fenn - Meurzh 10 a viz Gouel Mikel

Avel em fenn - Gant Radio Bro Gwened

11 Here

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh

Eil tamm Pennad-kaoz ar sizhun: Dimerc'her paset e oa kant hanter kant trakteur dirak prefetioù Breizh, da-heul disklâriadenn ar Stad e vank argant evit o faeiñ àr o labour doujusoc'h doc'h an endro, e framm an MAEC (Mesures Agroenvironnementales Et Climatiques). Goulven Troadeg peizant e Plonevez-Moedeg & Kristen Bodros staliet e Lannbaeron a zo o daou ezel e Kengevread ar Beizanted (Confédération Paysanne). Displeg a reont a-hed ar sizhun o rol èl laburizion-douar en afer-se. Pennad-kaoz ar sizhun get Maëlle Ausias (RKB) ar sizhun-mañ.

 

Deuet eo An Oriant de vout ur lec'h pouezus evit ar Redadegoù à vor. Moraerion ampart a vo er vro adal Diriaou evit komz ag o skiant-prenet evit Festival Avanturien ar mor, a grogay a benn arc'hoazh. Alan Sann doc'h mikro Enora Molac.

 

Made e Breizh: degemeret Florent Grouin karget ag ar produiñ evit bout doéré Brezhoweb, an abadenn a ya da welet tud ar vro evit deskiñ ober traoù jaojabl hon unan.

 

 

Keleier ar vro: Erwan Blanchard dre-eeun e Arvorig FM.

Avel em fenn kaset dre-eeun a Bondi get Enora Molac

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA