BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Avel em Fenn - Merc'her 13 a viz Gwenholoñ

Avel em fenn - Gant Radio Bro Gwened

13 Gwen.

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh

Brezel ar parkeier a zo enklask nevez ar media dizalc'h Splann! graet get ar gazetennerez Julie Lallouët Geffroy. Muioc'h da glevout a-ziàr ar perc'henniñ àr an douaroù labourerezh-douar, e penn kommañs an abadenn get Juliette Cabaço ROger gopradez Splann!

 

Levezon ar rummadoù koshoc'h er familh a c'hell bout klevet pell pell goude marv an dud. Ur psikoz a c'hell donet ag an traoù diaes bet bevet get ar remziadoù koshoc'h. Muioc'h a-ziàr an anv familh get ar bredour Clément Guillanton, ur gronikenn get Maëlle Ausias (Radio Kreiz Breizh).

 

Pennad-kaoz ar sizhun a zo a-ziàr trummadoù ospital Karaez a zo serr e-pad an hañv a-houde penn kommañs an hañv, ur sujed get Maëlle Ausias da glevout goude Keleier ar vro Tomaz Laken.

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA