BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Avel en Fenn - Meurzh 12 a viz Gwenholoñ

Avel em fenn - Gant Radio Bro Gwened

13 Gwen.

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh

Clara Thabard a zo ur vaouez a vro Goelo, ganet e Pempoull, deuet da veviñ e bro Pondi. O labourat evit Perenn emañ, hag evit sinema CineRoch Ar Gemene ivez. E kreizh ar vuhez sevenadurel, setu poltred ur vaouez entanet.

 

E kounar emañ tud ar vro Poher get an diover a drumadoù e-pad an noz a-houde 2,5 miz. Diriaou vitin e oa aet un 200 manifester ag ospital Karaez da brefeti Penn ar Bed e Kemper, d'añse hijiñ servijoù ar prefeti evit ma vo digoret an trumadoù e ospital Karaez en-dro. Hiriv e pennad-kaoz ar sizhun e vo klevet Marie-Antoinette Quillerou, Matthieu Guillemot hag ur bomperez a volonte-vat. Ur pennad kaset get Tomaz Laken ha frammet get Maëlle Ausias (Radio Kreiz Breizh).

 

Emañ Brezhoweb o klask àr lec'h un den da sikour get ar produiñ! Muioc'h àr lec'hienn an Ubapar

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA