Avel em fenn - Gant Radio Bro Gwened
10 mn 42 sec 17 Meurzh 2023
"Evit ar gwir da vezañ ganet, da vevañ, da labourat, da vezañ soagnet ha da zivizout er vro"
Ouzhpenn 100 ti-gwilioudiñ a zlefe bezañ serret er Frañs araok pell. Setu bepred ar pezh a zo erbedet gant Yves Ville, medesin en ospital Necker, e Pariz. Hervez un danevell savet gantañ e vefe dav serriñ an tier e-lec'h ma vez ganet nebeutoc'h evit 1000 a vugale bep bloaz. 7 servij genel bugale zo en dañjer e Breizh. Reoù Gwengamp, Lannuon, Landerne, Karaez, Redon, Ploermael hag Ankiniz.
A-hend-all emañ al lezenn Rist da vezañ lakaet en pleustr e penn kentañ miz Ebrel. Honnezh zo vont da grennañ war goproù uhel ar vedesined a labour en « iñterim ». Abalamour d'al lezenn-se e c'hallfe ar re-se dizertañ an ospitalioù publik ha diwar-se e c'hallfe bezañ serret servijoù en ospitalioù bihanañ.
Disadorn 11 a viz Meurzh e oa bet manifestet gant tud Bro Landerne da zifenn o zi-gwilioudiñ. Hag e Gwengamp, e-lec'h zo trouz serriñ an ti-bugale abaoe 2018, e oa galvet an dud da zibunañ ivez...gant dilennidi GPA, tolpad-kêrioù Gwengamp-Pempoull.
Pennad-kaoz gant Yann-Fañch Durand (Kenurzhierezh Yec'hed e Bro-Wengamp) ha Remi Gwilhouz, maer Plouizi, hag a oa e-mesk an dilennidi bet resevet dilun e Roazhon gant Elise Noguera, renerez nevez Ajañs Rannvro ar Yec'hed (ARS) e Breizh. Embannet oa bet komzoù dinec'hus ar renerez er c'hazetennoù met ar re-se n'o deus ket dinec'het tamm ebet tud Komite difenn ospital Gwengamp. A-hend-all zo raktreset ur vanifestadeg e Karaez disadorn 18 a viz Meurzh da zifenn an ti-gwilioudiñ. Hag eno emañ Komite difenn an ospital da vezañ adlañset dimeurzh kentañ.
Ur gelaouadenn gant Tomaz Laken