BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Avel em fenn - Merc'her 19 a viz Here

Avel em fenn - Gant Radio Bro Gwened

13 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh

En abadenn e vo klevet lodenn diwezhañ ar gronikenn Peseurt mod 'vez lâret diar-benn brezhoneg Bro Dreger vihan. Bernard Cabon 'n oa kontet deomp deus e amezeg Pier Mari Le Lous 'kerzh ar gronikennoù tremenet, aze e vo klevet brezhoneg flour Le lous, tennet deus ur video Blaz Bazhvalan gant Kristian Braz.
Ur reportaj e studio Dizale lec'h m'emañ Anaïs Leroux o seveniñ ur fiksion radio tennet deus levr Jerom Olivry "Ouzh skleur an noz".
Ha goude Keleier 5e30 trede lodenn Pennad-kaoz ar sizhun diwar-benn an adlodennañ gant Leandre Mandard hag ar gronikenn Ouzhpenn ar Vretoned 'zo.

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA