BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Baleadenn e Tregorn a-enep kresk Imerys

Avel em fenn - Gant Radio Bro Gwened

13 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

yezhoù Breizh

Ur valeadenn a oa bet disul 4 a viz Gwengolo kostez Groñvel a-enep kresk mengleuz andalouzit IMERYS, ur pezh embregerezh mengleuziañ a fournisa danvez d'an industriezh. Ur gerzhadeg aozet gant Réfrac'terres, kevredigezh tomm ouzh an endro a stourm enep kresk ar garierenn hag he reuzioù niverus. En soñj emañ IMERYS d'ober ur bedervet foz, un toull ouzhpenn, a-benn derc'hen tennañ andalouzit deus douaroù Gerfales, ba Groñvel. Ar meinad-se zo prizius evit fardañ produoù sañset talañ deus ur c'hwrez uhel-uhel, evel ba industriezh ar fonderezh da skouer. En Afrika ar C'hreisteiz e vez tennet andalouzit gant IMERYS ha e kreiz Breizh hend all, e lec'h ma vez tennet gant an embregerezh war-dro ur c'hard deus ar produadur bedel a andalouzit, soñjit 'ta ! Un teñzor diwallet hardî...evel a lavar demp Jean-Daniel Bourdonnay, deus ar strollad Réfrac'terres...

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA