BOA logo

Larsen ha mediator 174 : Samhain eo, bevet ar sorserezed !

Larsen ha mediator ! - Gant Radio Bro Gwened

32 mn 58 sec 14 Here 2025

Er rann-mañ
e komzer :

abadennoù sonerezh
yezhoù Breizh

Emañ kala-goañv, samhain pe halloween evel ma karit, o tostaat, un digarez evidomp e Larsen ha Mediator da ouestlañ un abadenn d’ar sorserezed rak al liamm etre ar sorserezed hag ar rock ‘n roll zo ken kozh hag ar rock. Marteze abalamour d’an tabou a denn d’o natur pe d’ar c’hennotadurioù seksel roet dezho gant ar pop culture, goude holl o deus «The devil inside», anavezet e oa mat er blues dija. Meur a ganer o deus kanet o c’harantez d‘ar sorserezed o zog begek, selaou a raimp meur anezho ha selaou a raimp meur a sorserez ivez kement hag ober !


Playlist :


- Sonerezh roll-digeriñ ar stirad Bewitched sonaozet gant Howard Greenfield ha Jack Keller (foñs-son)

- Kip Tyler : She ‘s My Witch

- Steve King : Satan Is Her Name

- The Sonics : The Witch

- Redbone : The Witch Queen of New Orleans

- The Shaggs : It ‘s Halloween

- Tennad son eus «Snow White» gant Walt Disney

- Klaus Nomi : Ding Dong The Witch Is Dead

- Fleetwood Mac : Rhiannon

- Yoko Ono : Yes I’m a Witch

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA