BOA logo

Larsen ha mediator 165 : Kraftwerk hag e levezon

Larsen ha mediator ! - Gant Radio Bro Gwened

35 mn 55 sec 09 Mezheven 2025

Er rann-mañ
e komzer :

abadennoù sonerezh
yezhoù Breizh

Salud deoc’h lamponezed ha lamponed yaouank, setu an hañv hag e festivalioù o tostaat. E-touez an arzourien hag arzourezed a zeuio en hon bro eo bet sachet ma evezh gant ur strollad savet 55 bloaz ‘zo hag a zo a-bouez bras e istor ar rock. Meneget ‘m eus o anv meur a wech pa oa kaoz eus krautrock, eus synthpop pe eus an tekno, ur strollad troet war an atom, ar skingomz, an trenioù, Europa, ar stlenneg hag ar robotoù. Kavet ho peus evel-just, Kraftwerk an hini eo hag a vo e Sant Malou e-kreiz miz Eost.

Evit lidañ kement-mañ ‘m eus divizet skignañ hiziv tonioù a bep seurt a desteni eus levezon Kraftwerk war bed ar sonerezh.


Playlist :


- Kraftwerk : Autobahn (foñs son)

- Kraftwerk : Radioactivity (foñs son)

- Kraftwerk : Trans Europe Express (foñs son)

- Human league : The black hit of space (foñs son)

- Gary Numan : Down in the park

- Anne Clark : Sleeper in Metropilis

- Soul Sonic Force : Planet rock (tennad son)

- Jay-Z : Always be my sunshine (tennad son)

- Atersadenn Daryll DMC Mcdaniels eus Run DMC gant Luke Britton evit ar media New Musical Express e 2020

- Kraftwerk : Home computer (foñs son)

- Model 500 : Night Drive (Thru-Babylon)

- Ladytron : He took her to a movie

- Death In Vegas : Zugaga


Levrlennadur :


- Rock and folk 118 : Kraftwerk aterset gant Paul Alessandrini

- Rock and folk 692 : Kraftwerk « Autobahn » le manifeste électronique, pennad skrivet gant Jerome Soligny


Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA